|
Ti ar Gwenan hag ar Merien
Digor deus an 01/04 betek an 30/09
Prizioù evit dont e-barzh
Tud o unan pe familhoù
- Displedagoù enrollet da henchañ ac'hanoc'h a hed d'an
diskouezadeg (brezhoneg, galleg, saosneg, alamaneg, hollandeg ha spagnoleg)
- Ar re vras : 6 €
- Ar vugale : 4 € (deus 4 betek 15 vloaz)
Strolladoù ar re vras (muioc'h
evit 20 den) :
- Diskouezadeg gant un animatour, e-pad 1h30 : 4,25 €.
Strolladoù bugale (e-pad ar
vakansoù)...
- Diskouezadeg gant un animatour e-pad 1h30 : 3,50 €.
- Ar priz izellañ evit ur strollad gant un animatour 'vo 80 €.
Skolioù, skolajoù, liseoù
:
- Diskouezadeg gant un animatour : ar gwenan e-pad 1h15 :
- Vuhez ar gwenan (ar vamm, al laboureresed, ar sardonned), an nektar
hag ar bleud bleunv, an dansoù pe pegiz 'vez komz etrezhe... Labour
ar gwenaner hed a hed ar bloaz.
- Diskouezadeg gant un animatour : ar merien e-pad 1h15 :
- Gouennoù merien disheñvel-tre : "Merien rous ar
c'hoadoù", "merien maniok". E-barzh ur sal 'vo fasmoù
ha migaled (ha setu 'vo komz dioute iwez).
- Prizioù evit ar skolioù gant un animatour :
- Ar gwenan pe ar merien : 3,50 €
- Ar gwenan hag ar merien : 5,00 €
- Ar priz izellañ evit ur strollad gant un animatour 'vo : 80 €
evit ur diskouezadeg (gwenan pe merien), 150 € evit diw ziskouezadeg
(gwenan ha merien)
|