Ti ar Gwenan hag ar Merien

 


Un taol gwenan war e derennoù koar

Ti ar Gwenan

E-barzh gwir koloennoù gwer, c'hwi 'welo an taol gwenan o virviñ, hep aon da vout flemmet gante.

Dindan ho taoulagad 'vo graet o labour gant ar gwenan, ar re-mañ a c'hall mont 'maes an ti ha dont 'dro d'o c'holoenn dre tammoù tunneloù.

Teir sal diwar ar wenanerezh deus an amzer gozh betek bremañ

  • Ruskennoù hengounel deus bep sort broioù : Bro-Euskadi, Sologne, Bro-Spagn, Marok...
  • Labour ar gwenaner hiziw an deiz, ar ruskennoù modern.
  • Pegis 'vez dastumet ar mel, ar bleud-bleuñv, ar c'hoar....

 

Ruskennoù hengounel deus bep seurt broioù


Alies 'walc'h ar samm zo kalz pounnerroc'h evit ar merien...

Ti ar Merien


- Merien deus ar broioù tomm :
Chom 'ra Mab Den bammet dirag an doare buhez sossial ar merien. Red eo lared lar sort traoù a sonje dehañ bezan ijinet, oa bet dizoloet dija gant amprevaned souezhus-se, abaoe meur a vilion bloavezhioù. Ijinet eo bet al labour douar gant ar merien "maniok" pell araogomp. Troc'het 'vez an delioù gwez gant ar merien-se, evit ober douar teil gante, ha war hemañ 'lakont ur seurt boued tousseg da ziwanañ. Ha ne vo ket debret gante nemed ar boued tousseg-se.


Ur pezh mel duchenn-verienn gant garidoù dindan evit ar vugale da vont e-barzh

- Merien rous ar c'hoadoù
Pezh tuchennoù bolzeg gant delioù pin vez graet gant ar merien-se. Ar re-mañ zo talvoudus-ken-ken dre o labour ekolojik ba'r c'hoadoù. Skapet ha debret 'vez gante amprevaned hag o freñved didalvoudus evit ar gwez. Evit gwelet gwelloc'h o doare bevañ eo possubl kemer ar garidoù dindan an duchenn-verien.